6861415817_03ae336670_o

Kantik di Maria

Le Cantique de Marie en Breton

 

Va ene a veul an Aotrou, ha va spered en em laouena e Doue va Salver,

abalamour m'en deus sellet ouzh izelded e servijerez.

Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,

rak an Holl-C'halloudeg en deus graet traoù bras din. E anv a zo santel,

hag e drugarez en em astenn a oad en oad war ar re a zouj anezhañ.

Diskouezet en deus nerzh e vrec'h.

Stlabezet en deus ar re o doa soñjezonoù lorc'hus en o c'halon.

Didronet en deus ar re c'halloudek ha savet en deus ar re vihan.

Leuniet en deus a vadoù a re o doa naon ha kaset en deus kuit ar re binvidik er goullo.

Sikouret en deus Israel e servijer, o kaout soñj eus e drugarez,

evel m'en doa henn lavaret d'hon tadoù, e-keñver Abraham hag e lignez da viken.

 

 

Mon âme exalte le Seigneur, mon esprit exulte en Dieu mon Sauveur.

Il s'est penché sur son humble servante ;

désormais tous les âges me diront bienheureuse.

Le Puissant fit pour moi des merveilles ;Saint est son nom !

Son amour s'étend d'âge en âgesur ceux qui le craignent.

Déployant la force de son bras,il disperse les superbes.

Il renverse les puissants de leurs trônes,il élève les humbles.

Il comble de bien les affamés,renvoie les riches les mains vides.

Il relève Israël son serviteur,il se souvient de son amour,

de la promesse faite à nos pères,en faveur d'Abraham et de sa race à jamais.